Ok

En poursuivant votre navigation sur ce site, vous acceptez l'utilisation de cookies. Ces derniers assurent le bon fonctionnement de nos services. En savoir plus.

30/12/2007

Produoù OGK

Setu pennadoù am boa skrivet en un teuliad evit bremaik.

Aon o deus an dud rak ar produioù OGK (O Genoù Kemmet), met alies ne ouzont ket perak. Gwelomp un nebeud abegoù da sevel a-enep ar produioù OGK.

I : kudenn ar brevedoù

Sañset eo graet ur breved evit asuriñ perc'henti un ijinour war e ijinadenn. Met hiziv e vez aotreet da lakaat ur breved war forzh petra : spesadoù plant desavet abaoe pell, hag ivez war ar re nevez-savet dre gemm o genoù. Perc'henn eo an embregerezhioù bras (evel Monsanto, Novartis, ...) diouzh ar spesadoù nevez-savet ganto. M'en deus c'hoant ul labourer-douar d'ober gant ar spesad-mañ e rank paeañ ur skodenn dezho. Met ne vezer ket evit mirout ouzh ur blantenn da ledañ he c'hreun. An avel, da skouer, a zegas ar pollen a-bell, pe lod eus ar greun a gouezh ouzh ar c'hirri-samm pa vezont treuzkaset. Ma tiwan plant diwar ar greun-mañ e park ul labourer-douar e vo goulennet digantañ paeañ e lod. Prosezoù a zo e Kanada etre labourerien-douar ha Monsanto peogwir ez eus bet kavet plant OGK en o fark. Ar re-se, koulskoude, n'o deus ket dibabet kaout plant OGK en o fark, ha n'hellont ober netra evit mirout na errufent eno.

II : mestroni an embregerezhioù

Gwelomp bremañ peseurt strategiezhioù a vez lakaet e-pleustr gant an embregerezhioù bras-mañ evit mirout al labourerien-douar e-dalc'h outo.

Unan eus ar rummadoù maïs EGK gwerzhet ar muiañ a zo maïs gant ur gen harz outañ da vervel gant ar RoundUp. Evel-se e c'hell al labourerien-douar skignañ RoundUp war o farkeier, ne chom nemet ar maïs.

Ar memes embregerezh eo a werzh ar plant hag ar RoundUp : Monsanto. Ma implijer unan eo dav ober gant an eil.
Ha klevet ho peus komz ouzh ar gen Terminator ? E bal a zo herzel ouzh ar blantenn da c'hallout liesaat, da lâret eo e varv goude ur bloaz. Kinniget eo bet an dra-mañ war-zigarez herzel ouzh ar plant OGK d'en em ledañ tro-war-dro, met servijout a ra dreist-holl da rediañ al labourerien-douar da brenañ greun bep bloaz...
Klevet e vez ivez anv ouzh un deknologiezh nevez a harzfe ur blantenn da greskiñ keit ha ma n'eus ket bet lakaet ur produ savet gant Monsanto war-c'horre...

IIV : liesseurted ar genoù

Ar gwechoù paset hon eus gwelet kudennoù savet evit al labourerien-douar pa 'n em led greun OGK en o fark. Gwellomp bremañ ar pezh a c'hoarvez pa 'n em led ar greun-mañ e lec'h all.
Lod eus ar greun OGK a vez strewet en natur, hag en em lieskementiñ a reont, war goust ar plant a oa eno a-raok. Tamm-ha-tamm e vez erlec'hiet glad genetikel a-orin ul lec'h gant unan kemmet. Kudennoù lies a sav neuze : Da gentañ, hervez ar brevedoù eo perc'henn an embregerezhioù bras ouzh an holl greun bet savet ganto, hag ouzh "bugale" ar greun-mañ. Ha talvezout a ra e vo Monsanto perc'henn ouzh hon koadeier, a-benn nebeut ? Posupl eo. Da eil e vez erlec'hiet genoù liesseurt-kenañ gant un doare gen hepken. An dra-se a zo grevus-kenañ, peogwir eo a-bouez bras mirout ul liesseurted bras en dafar genetikel. Pa vez ur c'hleñved, ur gwallzarvoud, pe loened o tagañ ar plant, da skouer, ma vezont holl heñvel dirak ar memes kudenn, e varvont holl. Padal, ma vez spesadoù disheñvel, e varv unan outo, pa teu ar re all a-benn da zreistvevañ.

IV : an dianav

Perak eo ken pouezus ma vefe kelaouet an dud ez eus produoù OGK e-barzh o voued ?

Pal an teknologiezhioù kemm genoù a zo treuzborzhañ ur gen eus ur spesad d'unan all. Evel-mañ e c'heller kavout gen ur pesk e-barzh ur sivienn, pe hini ur pemoc'h en un domatezenn. Ar genoù-mañ a ro urzhioù evit krouiñ proteinoù arbennik d'ober un dra bennak. Er produoù O Genoù Kemmet e kaver neuze proteinoù o tont eus spesadoù na vezer ket boaz da zebriñ, lod na anavezer ket, h.a. Ha posupl eo e vefe tud 'zo klañv gant ar proteinoù-mañ. Meur a riskl a zo : n'ouzer ket re vat penaos ez eont holl en-dro en hon korf. Unan eus ar c'hudennoù pennañ a denn ouzh an allergiezhioù. Ma vez merzet un allergiezh goude bezañ debret produoù OGK, neuze n'eo ket diaes diouganiñ a belec'h e teu ar gudenn. Posupl eo neuze tennañ ar re-se ouzh ar stalioù, da skouer. Met, ma n'eo ket skrivet gant ar boued, neuze e vo dibosupl gouzout, hag e kendalc'ho ar produoù OGK da vezañ gwerzet, da reiñallergiezhioù d'an dud, hep ma c'hallfer gouzout pere a ra petra.

Ar gudenn n'eo ket kement-se an degouezhioù dianav, dre ma vez degouezhioù evel ar re-se bep taol pa vez taolioù-arnod er skiantoù. Ma'z eus ur gudenn eo kentoc'h peogwir e nac'h an embregerezhioù ober an taolioù-arnod a zere evit asuriñ ac'hanomp ouzh surentez ar pezh a reont, ha dre ma ne kelaouont ket o zitouroù e vo re ziaes distreiñ en a-raok ma vez kavet kudennoù gant o zaolioù-arnod.

V : klozadur

Setu, adwelomp buan ha buan an holl abegoù a zo da gaout aon rak ar produoù OGK : Da gentañ en em ledont e diavaez ar parkeier e-lec'h ma vezont produet, hag an embregerezhioù a sav traoù OGK a zo perc'henn warne, koulz war ar re en em gav er parkeier ha war ar re a zo en em ledet diaotre. An devezh ma vo kavet produoù OGK 'barzh ho liorzh e vo Monsanto perc'henn ouzh ho liorzh ! Da eil hon eus gwelet ne oa ket graet an OGK evit produiñ muioc'h pe gwelloc'h, met evit rediañ al labourerien-douar da brenañ ingal produoù an embregerezhioù bras. Gwelet hon eus ivez e tegase ar produoù OGK ur pezh mell gwander dirak ar c'hleñvedoù, dre ma lakaont al liesseurted genetikel da vont da get, hag eo al liesseurted-mañ an doare efedusañ da harzañ ma 'n em ledfe ur c'hleñved. An dra diwezhañ bet gwelet ganeomp a oa ar riskloù evit ar pezh a sell ouzh an allergiezhioù, dre ma veze implijet er produoù OGK traoù ha na vezont ket lakaet e boued an dud peurliesañ. Ha dre ma ne vez etiketenn ebet, n'eus ket tu da c'houzout ma teu ar gudenn ouzh ur produ OGK.

Evit gouzout e peseurt merkoù boued e vez kavet produoù OGK :
http://www.greenpeace.org/france/press/reports/guide-ogm-...

Ur pennad frommus da lenn : http://www.amisdelaterre.org/Le-genocide-OGM.html