Ok

En poursuivant votre navigation sur ce site, vous acceptez l'utilisation de cookies. Ces derniers assurent le bon fonctionnement de nos services. En savoir plus.

31/07/2008

Diwar-benn an tredan nukleel

Pa vez kemennet deomp e vo savet un eil reaktor nukleel EPR e Bro-C'hall, ha pa grog an dud da vezañ nec'hetoc'h-nec'hetañ gant priz ha saotradur an eoul-maen evel mammenn-energiezh, eo mat kaout un nebeud titouroù diwar-benn an doareoù ma vez produet an tredan nukleel.

 

Penaos e vez produet an tredan nukleel ?

Ne vo ket kaoz amañ ouzh an hentenn teknikel evit krouiñ tredan adal uranium (displeget e vez mat war wikipedia), met roet e vo kentoc'h un nebeud resisadurioù war mont-en-dro ur greizenn.

Beveziñ kalz energiezh a ra an tredan nukleel, evit pinvidikat an uranium implijet gantañ, da skouer. Ul lodenn vat ouzh an tredan krouet gant ur greizenn a servij n'eo ket evit an dud, met evit he vont-en-dro dezhi he-unan. Da skouer, e Tricastin ez eus 4 reaktor. Ar re-se n'az eont en-dro nemet evit pourveziñ kreizenn Eurodif, a zo e-kichen.

An doareoù da broduiñ a ra ma n'haller ket kemm buan ar c'hementadoù energiezh produet : n'haller ket diskenn anezho pa tiskenn an ezhommoù, pe kreskiñ anezho pa gresk an ezhommoù. Setu e c'hoarvez alies ma vefe kreizennoù o vont en-dro pa ne vez ket ezhomm, pe mareadoù e-lec'h ma ranker prenañ energiezh digant Alamagn (he deus divizet mont maez diouzh an energiezh nukleel) e-pad ar goañv.
Dre vras e vez lakaet etre 15 hag 20 vloaz evit sevel ur greizenn. Goude-se eo sañset mont en-dro e-pad 25-30 vloaz. Se a oa raktreset er penn kentañ, met bremañ ez eus bet divizet gant EDF lakaat ar c'hreizennoù da vont en-dro e-pad pelloc'h, daoust d'ar pezh-mell kudennoù surentez a c'hell sevel neuze pa gosha ur greizenn. Evel-se e lenner war war lec'hienn EDF, diwar benn ar c'hreizennoù, emaint "conçues pour fonctionner au moins 40 ans" ! Goude se e vez lakaet tro 20 vloaz evit dispenn ar greizenn. Kudennoù a c'hell sevel neuze, evel ma oar mat ar vreizhiz (pa vezomp kelaouet !) gant kreizenn Brennilis. Koust dispenn ur greizenn, pe hini adaozañ ha merañ al lastez skinoberiant ne vezont ket kontet e-barzh "priz an tredan nukleel" a vez roet deomp. Ma vez ouzhpennet ar c'houstoù-mañ e vez gwelet e koust e gwirionez kalz kêroc'h an tredan nukleel eget n'eus forzh peseurt hini all. Da skouer, evit dispennañ kreizenn Marcoule e kousto 6 milliard a €uroioù, da lâret eo 2 wech kêroc'h eget evit sevel anezhi !

 

Kudenn ar surentez :

An abeg pennañ evit kaout aon rak an tredan nukleel eo hini ar surentez. Soñj hon eus ouzh gwallzarvoud Tchernobyl. Ar pezh ne ouzomp ket eo e chom c'hoazh darn vrasañ ouzh efedoù Tchernobyl da welet, kalzik outo (krign-bev hag all) n'int ket en em ziskouezet c'hoazh pe neuze n'int ket bet muzuliet, dre ma vez gwasket war ar re a glask muzulioù efedoù an darzhadenn.

Hiziv an deiz, n'eo ket suroc'h stad an traoù eget e 1986. Daou gwallzarvoud grevus-kenañ a zo degouezhet e bro-Sued e 2006, ha darbet eo bet deomp bevañ un eil Tchernobyl. E miz Even 2007 ez eus bet ur c'hrennadenn-zouar e Japan : danvez nukleel a zo tec'het diouzh ar greizenn vrasañ, un tan-gwall a zo savet, ha kudennoù lies all. E Krsko (Slovenia) n'eo ket aet tamm ebet en-dro an aozadur kelaouiñ ha gwareziñ pa 'z eus degouezhet ur gwallzarvoud e miz Even ar bloaz-mañ.

E Bro-C'hall ez eus kalzik traoù ne vezomp ket gwarezet dirazo : E kreizenn adstummañ al lastez e La Hague e c'hoarvez tro-dro da ur gwallzarvoud bep bloaz. N'eo gwarezet lec'hienn ebet a-enep d'un dagadenn sponterezh gant ur c'harr-nij, ma vefe La Hague pe an EPR nevez war ar stern. N'eo ket gwarezet kenebeut hon c'hreizennoù rak ur c'hrennadenn-zouar : evit 1,9 milliard €uro a labourioù a vefe ezhomm, met nac'h a ra EDF ober anezho (!).

Evit ar pezh a sell ouzh ar reaktorioù nevez a zo o vezañ savet, n'int ket suroc'h evit ar re all : kavet ez eus bet gant Réseau Sortir du Nucléaire un teuliad a oa chomet kuzh a lavare ne c'hellfe ket an EPR talañ dirak un dagadenn sponterezh. E Finland ez eus bet kemeret dale forzh pegement gant chanter an EPR dre ma ne veze ket doujet ouzh reolennoù surentez hag e veze savet fall ar savadur. Memes tra e Bro-C'hall evit ar chanter a zo kroget : ehanet eo bet ur wech dija. Unan eus an abegoù eo ma vez fiziet ar savadur da embregerezhioù diavaez ha diarbennik evit ma ne koustfe ket re a arc'hant.

 

An nukleel, energiezh an dazont ?

Unan eus arguzennoù pennañ difennerien an tredan nukleel a zo o tont ouzh an eoul-maen : mont a ra da hesk, ha saotrañ a ra, setu eo gwelloc'h ober gant tredan nukleel. Petra respont da se ?

Da gentañ ez eus ar memes kudenn gant an energiezh nukleel : implijout a ra uranium evit mont en-dro, hag hennezh az a da get ivez. Kreskiñ a ra e briz buanoc'h eget hini an eoul-maen. Hervez al lavaroù e chom etre 50 ha 70 vloaz d'ober gant an uranium a zo, ma chom ingal produadur an tredan nukleel. Met ma soñjer erlec'hiañ ar vammennoù energiezh all gant an hini nukleel e vefe dav lieskementiñ an niver a greizennoù hag a uranium implijet. Ma tremenfemp eus 2% da 50% a energiezh nukleel er bed, neuze ne chomfe uranium nemet evit daou vloaz ! Evit lod all ez aio kalz buanoc'h an uranium da hesk eget se.

Hentennoù a zo evit ober gant nebeutoc'h a uranium : ur raktres azo gant "neutronoù prim", a rofe muioc'h a amzer deomp, met ne vo ket prest an deknologiezh a-raok ma vefe steuziet an holl uranium implijet ganeomp. Enklaskoù all a zo evit implijout thorium, a vez etre 3 ha 4 gwech muioc'h outañ war ar bed eget a uranium. Met ne seblant ket bezañ un diskoulm war an hirdermen kenebeut. Taolioù-esa a zo ivez evit lakaat e-pleustr un tredan nukleel dre gendeuziñ, met kudennoù surentez bras-kenañ a zo da reizhañ, ha ne vo ket prest ar raktres a-raok 100 vloaz bennak d'an nebeutañ (ret e vefe tizhout ur gwrez a vefe an hini a zo e kreiz an heol). Titouroù ouzhpenn a zo amañ.

Arguzenn ar saotradur ne dalvez ket kalz traoù kenebeut : hervez Global Chance, ma vefe lieskementet dre 3 kementad ar c'hreizennoù nukleel, ne vefe espernet nemet 9% ouzh ar gazoù efed-gor ganto. Ouzhpenn se e saotr gant traoù all, ma n'eo ket gant CO2 : gant ar gwrez da gentañ : 2/3 ouzh an energiezh produet gant ur reaktor a vez kaset maez e stumm gwrez, ha kement-mañ a gemer perzh e-barzh tommadur an hin. Da eil e vez estaolet dour tomm ha klor er sterioù gant ar c'hreizennoù, ha kement-mañ a zismantr penn-da-benn ar vuhez eno. Hag evel-just ez eus al lastez skinoberiant, a chom saotrus-kenañ ha dañjerus e-pad ur badelezh hir-kenañ.

War he zalaroù emañ an energiezh nukleel : a-benn 2015 e vo 41 reaktor nevez, evit 80 o paouez da vont en-dro : digreskiñ a ra e gwirionez niver ar reaktorioù. A-benn 2025 e vo serret 250 reaktor war ar 435 a zo, ha savet e vefe tro 65-70, diouzh ar pezh a vez kemennet gant ar vroioù. Er Stadoù-Unanet, da skouer, n'eus reaktor nukleel nevez ebet abaoe 1973. Kendalc'het e vez da implijout reoù kozh, ar pezh a sav kalzik kudennoù surentez hag ehanoù : kement-mañ en deus koustet 82 milliard a zollarioù. Abalamour da se e soñj d'an embregerezhioù n'eo ket an energiezh nukleel unan a tavlez ar boan.

Hervez "Réseau Sortir du Nucléaire", gant ar memes kementad a arc'hant a vez gouestlet d'an tredan nukleel e Bro-C'hall e c'hellfe bezañ krouet 2 wech muioc'h a energiezh ha 12 gwech muioc'h a labour gant an energiezhioù nevez ha propr.

Er bed a-bezh e ra an tredan nukleel 17% ouzh an tredan, ha 2% ouzh an energiezh. E Bro-C'hall e ra 78% ouzh an tredan, ha 17% ouzh an energiezh. Da lâret eo, pa'z aio an tredan nukleel da get, ne vo nemet 2% a energiezh da gavout e lec'h all war ar bed. Gant kresk an energiezhoù nevez ha propr, ne vo ket gwall ziaes.

 

Evit gouzout hiroc'h :

Evit kaout ivez ali unan speredek hag a zo kentoc'h a-du gant an energiezh nukleel :