Ok

En poursuivant votre navigation sur ce site, vous acceptez l'utilisation de cookies. Ces derniers assurent le bon fonctionnement de nos services. En savoir plus.

03/03/2008

Prosez Kokopelli

Ha klevet ho peus komz ouzh "afer Kokopelli" ? N'eo ket sur tamm ebet, n'eus ket bet kaoz outi er mediaoù pennañ. Koulskoude eo un darvoud a-bouez e-keñver an endro, ha diskouez a ra mat an dislavar a zo etre komzoù ar bolitikourien war an danvez diouzh un tu, hag ar pezh a c'hoarvez e gwirionez diouzh an tu all, pa vez embregerezhioù bras e-barzh ar jeu.

Kokopelli hag he stourm evit liesseurted an hedoù

Da gentañ, petra eo Kokopelli ? Ur gevredigezh eo. He fal a zo derc'hel liesseurted ar spesadoù plant. A-bouez eo derc'hel liesseurted ar plant, evit abegoù lies. Unan eus ar re pennañ a denn ouzh ar c'hleñvedoù : kalz nebeutoc'h a chañsoù he deus ur c'hleñved d'en em ledañ pa vez lies ar spesadoù eget pa vez ar memes hini e pep lec'h, dre ma ne vez ket gwan ar spesadoù disheñvel war ar memes tachenn, hag o deus doareoù disheñvel d'en em zifenn. Abegoù all a zo da zerc'hel ouzh liesseurted ar boudoù bev, a zo anat a-walc'h, a zo liammet ouzh pinvidigezh ar glad.  Daoust da se e vez gwallgaset hounezh gant an hentennoù labour-douar a-vremañ a implij nebeut-kenañ a spesadoù disheñvel. Miret e vez hedoù ouzh ar plant na vezont ket implijet ken, e-barzh "bankoù-hedoù", met koll a ra ar re-se o frouezuster ma ne vezont ket plantet en douar. Setu perak he deus divizet Kokopelli gwerzhañ, d'ur priz an izelañ ar gwellañ, hedoù ouzh plant ral, pe reoù "mod kozh".

Koustus eo stourm evit an Endro...

Labour Kokopelli n'en deus ket plijet d'an holl... Daou brosez a zo bet graet d'ar c'hevredigezh !

  • An hini gentañ a zo tont ouzh an embregerezh Baumaux, evit "kevezerezh ket leal". Gwerzhañ hedoù a ra Baumaux ivez, met kalz kêroc'h eget Kokopelli, dre ma'z eo evit gounid arc'hant, ha n'eo ket evit mirout ouzh al lieseurted ar plant. Dre se e kavont e vir Kokopelli outo da c'hounid arc'hant, dre ma c'hell an dud prenañ hedoù marc'had-mat eno. Ha barnet e vez kement-mañ gant al lezenn, dindan pennaenn ar "gevezerezh dieub ha ket direnket". Evit poent eo bet kondaonet Kokopelli, met ur galv a zo bet graet ganto.
  • An eil prosez a zo o tont ouzh strolladoù broadel a vod ar werzherien hedoù (GNIS hag FNPSP). Rebech a reont da gKokopelli gwerzhañ hedoù ha na vezont ket kavet war ar marilh (ar roll) ofisiel. Met gant an embregerezhioù e vez dalc'het ar roll-mañ, ha dav eo paeañ 250€ evit pep spesad da ouzhpennañ. A-benn ar fin eo an embregerezhioù a werzh hedoù a zibab aotreañ pe get ar re all da werzhañ hedoù. Souezhus eo memes tra, pa ouzer emeur o komz ouzh plant, ha na vefent sañset bezañ perc'hennet gant den ebet ! Evit hennezh eo bet kollet gant Kokopelli : 20 000 € a dael-kastiz o deus bet da baeañ.

Ur prosez ispisial

N'eo ket diabeg ar prosez a zo bet graet ouzh Kokopelli. Politikel eo : interestoù an embregerezhioù bras an hini eo a vez o stourm a-enep da re an endro. Gant an holl frejoù da baeañ eo 88 000€ a vo bet kollet gant Kokopelli : peadra da lakaat ar c'hevredigezh da vervel. E-pad ar prosez ez eus bet implijet hentennoù gwall iskis : goude ar varnadenn gentañ ez eus bet graet ur galv gant Kokopelli, ha daoust da se eo bet stanket kont prezidant ar c'hevredigezh ha kemeret warnañ an arc'hant dre an nerzh : ouzhpenn bezañ un doare d'ober feuls-tre eo maez-lezenn dre ma oa ur galv. Ouzhpenn se e oa deuet tud Kokopelli ha tud a-du ganto a-benn da brouiñ e veze gwerzhet frouez ha legumaj o tont ouzh hedoù "maez-lezenn" e pep lec'h : Carrefour, Auchan, leclerc, Super U, Saveol, ha zoken... Baumaux ! Kondaonet eo bet Kokopelli, met ket an embregerezhioù all.

Pa'z eus bet klevet komzoù flour da vare Grenelle an Endro diouzh un tu, e weler diouzh un tu all he deus kendalc'het ar Stad da lakaat maez-lezenn darn vrasañ ouzh ar spesadoù greun, o virout un nebeud re hepken war he marilh, implijet gant an embregerezhioù, a ranker prenañ en-dro bep bloaz, hag o deus ezhomm ouzh louzoù forzh pegement.

Un arouez eo prosez Kokopelli ouzh dic'halloud ar Stad da warantiñ gwirioù an endro a-enep da interestoù an embregerezhioù meur, daoust dezhi embann ober kalz evit an endro.

Titouroù ouzhpenn :

Diwar-benn Kokopelli :

Diwar-benn Marilh an hedoù :

Diwar-benn ar prosezoù :