05/03/2008
Kantren war ar rouedad e brezhoneg
Ar roll-mañ am eus savet evit ur gazetenn-studierien e brezhoneg, anvet kazh Etien. Met dre ma c'hell serivj da dud all eget d'ar studierien a lenno ar gazetenn e adlakan anezhi amañ.
Dre ma'z eo internet ur media distag ouzh ur galloud kreizennet e c'hell raktresoù hiniennel difoupañ kalz aesetoc'h er metou-mañ, hag ur chañs eo kement-mañ evit ar yezhoù gwasket. Gwelomp un nebeud lec'hiennoù a gaver e brezhoneg, a c'hell bezañ dedennus evit ar studierien. N'emaint ket holl renablet amañ evel-just, met peadra a zo dija da gouestlañ amzer...
Renabliñ ha strollañ lec'hiennoù :
E-touez al lec'hiennoù dedennusañ e kaver ar re a sav ur roll ouzh al lec'hiennoù all hag a aoz anezho diouzh an danvez :
- Web ar Vro (http://dom.capanna.free.fr/wav/) : Ur roll, savet brav, ouzh lec'hiennoù dedennus a zo da gaout e brezhoneg.
- DMOZ (http://www.dmoz.org/World/Brezhoneg/) : Ur roll a c'hell bezañ klokaet gant n'eus forzh piv, diouzh doare hag e-barzh tro-spered Wikipedia.
- Bzh5 (http://www.bzh5.com) : Ne stroll ket an holl lec'hiennoù a zo e brezhoneg, met hepken ar re a vez savet gant skipailh STUR, met kalzik a zo memes tra !
Sevel traoù war internet e brezhoneg :
M'en deus internet servijet da dud all da sevel traoù e c'hell ivez servijout deoc'h-c'hwi :
- Wikipedia (http://br.wikipedia.org/) : Hollvrudet eo bremañ ar c'helc'hgeriadur-mañ, met ar pezh ne oar ket an holl eo ez eo klok-mat ar rann e brezhoneg.
- SPIP (http://www.spip.net/) : Ur meziant evit sevel lec'hiennoù en un doare aes eo. Troet eo bet e brezhoneg met n'eo ket bet implijet kement-se, daoust da se e c'heller ober kalzik traoù gantañ, ha n'eo ket diaes da vestroniañ. Graet eo kentoc'h evit lec'hiennoù gant pennadoù, un destenn, ...
- phpBB (http://www.phpbb.com/languages/) : Ur meziant evit sevel foromoù eo. Troet eo bet e brezhoneg ivez, ar pezh a ro tro da sevel foromoù e brezhoneg.
- NireBlog (http://nireblog.com/br) : Ul lec'hienn blogoù eo, ha troet eo bet ivez e brezhoneg. Ouzhpenn sevel ur blog e brezhoneg e c'hellit ivez lenn an holl re a zo bodet eno.
Kavout traoù dedennus e brezhoneg :
- Korvigelloù an Drouizig (KAD) (http://www.drouizig.org) : War al lec'hienn-mañ e c'heller pellgargañ kalz meziantoù, an holl anezho o vezañ... e brezhoneg ! Meziantoù frank (dindan meneg GNU GPL) int peurliesañ, lod anezhe o vezañ brudet (Firefox, OpenOffice, ...). Kavout a reer ivez ur reizhskriver brezhoneg, a c'hell servijout evit al labour Skol-Veur... Ur forom a zo ivez war al lec'hienn-mañ, diwar-benn bet an urzhiataerezhioù e brezhoneg.
- Ubuntu (http://meskach.free.fr/arbo/Ubuntu-br/ubuntu-br.html) : Ur pezh-mell raktres eo troidigezh ubuntu (un dasparzh aes da implijout ouzh linux) e brezhoneg. Pa vo echu e vo posupl kaout pep tra e brezhoneg war un urzhiataerezh. Evit ar poent e seblant eo aet da get an droidigezh ouzh internet, met distreiñ a raio emichañs...
- Klask (http://www.klask.com/) : Ul lec'hienn bet savet gant STUR, e-lec'h ma c'heller prenañ, war internet, kalzik traoù liammet ouzh ar sevenadur hag ar brezhoneg.
Labourat :
A-wechoù e vez dav d'ur studier labourat, zoken pa vez studier war ar brezhoneg...
- Bank-termenoù an Ofis (http://www.ofis-bzh.org/bzh/ressources_linguistiques/inde...) : Hervez an Ofis, n'eo ket ur geriadur, met kentoc'h ur roll ouzh ar gerioù a zo bet aliet o implij gant an Ofis. Met dre m'eo ledan tachenn-oberiantizoù an Ofis e c'hell a-benn ar fin bezañ implijet evel ur geriadur, hag an hini glokañ eo a zo war ar rouedad. Evit kaout an anv ofisiel war dachennoù arbennikaet eo mat-tre.
- Geriadur.com (http://www.geriadur.com/) : Brav eo ar raktres : sevel ur geriadur e brezhoneg war internet, o vodañ disoc'hoù kalzik geriadurioù paper. Siwazh n'eo ket gwall glok evit poent, met pa vo aet ar raktres da benn e vo ur benveg a-bouez evit ar vrezhonegerien.
- Geriadur Preder (http://www.preder.net/klask) : Gant Preder ez eus bet lakaet war internet ar pezh a zo e-barzh o c'heriadurioù paper. Evel ar re baper neuze e vo kalzik geriaoueg diaes da gompren, arbennik ha teknikel, met ur benveg talvoudus eo memes tra e degouezhioù 'zo.
- Geriadur Favereau (http://www.agencebretagnepresse.com/dico/dico.cgi) : Geriadur hollvrudet an aotrou Favereau a gaver ivez war internet.
- Lec'hienn Yann Gerven (http://www.geocities.com/yann_gerven/) : Skridoù lennegel ha yezhoniezh e brezhoneg da bellgargañ
- Geriaoueg an Internet (http://www.breizh.net/galleg/mahtmlg.php) : Traoù dedennus all a gaver war breizh.net
Flapiñ hag eskemm :
- Foromoù Kervarker (http://www.kervarker.org/modules.php?name=Forums) : "tad-kozh" al lec'hiennoù e brezhoneg eo Kervarker, unan eus ar re gentañ o vezañ bet savet e brezhoneg, pa oa c'hoazh diaes d'an holl sevel traoù e brezhoneg war internet. Traoù diwar-benn ar yezh hag al lennegezh a vez kavet warnañ, met brudet eo dreist-holl evit e foromoù, e-lec'h ma vez eskemmoù lies diwar-benn Breizh, ar brezhoneg, politikerezhioù-yezh, ...
- Foromoù Flap (http://www.flap.ift.cx) : Ur forom evit kaozeal e brezhoneg eo, met ket diwar-benn Breizh, nag ar brezhoneg ! Lies eo an danvezioù a gaver eno (levrioù, sonerezh, sinema, ...), troet eo kalzik war kaozeadennoù politikel hag o tennañ ouzh an endro. Kalzik sinadegoù a vez kavet ivez el liammoù.
- Foromoù Skriv ha Diskriv (http://brezhoneg.myrealboard.com) : Ur forom e-lec'h ma vez kaoz, e brezhoneg met ket hepken, ouzh Breizh hag ar brezhoneg dreist-holl.
- Forom ai'ta ! (http://aitabriezh.aceboard.fr/) : Ur forom stag ouzh lec'hienn ar strollad Ai'ta! eo, kaozeadennoù diwar-benn ai'ta a zo neuze evel-just, met ivez reoù all diwar-benn ar brezhoneg, ha yezhoù gwasket.
Mediaoù e brezhoneg :
- Bremaik (http://bremaik.free.fr/) : Bep sizhun e c'hellit kavout pennadoù berr diwar-benn ar c'heleier : politikerezh, endro, dudioù, ...
- Diwan Breizh (http://www.diwanbreizh.org/) : Dedennus eo lec'hienn ar skolioù Diwan, zoken evit ar re n'o deus liamm ebet gant Diwan, dre ma kaver alies pennadoù keleier dedennus warnañ tro-dro d'ar brezhoneg.
- Rezore (http://rezore.blogspirit.com/) : Brudet a-walc'h eo ar blog-mañ, keleier divyezhek a gaver warnañ.
- Blog Bedig (http://bedig.nireblog.com/) : Blog un den a ro a-wechoù keleier berr-ha-berr diwar-benn ar pezh a c'hoarvez.
- Kaouenn (http://www.kaouenn.net/) : ur raktres brav eo hini Kaouenn : war al lec'hienn-mañ e c'hell n'eus forzh piv lakaat sonerezh pe filmoù, savet gantañ da skouer, a c'hello neuze bezañ gwelet ha klevet gant an holl. Dedennus eo neuze koulz evit ar re o deus traoù da skignañ hag ar re o deus c'hoant da welet hepken.
- Gwagenn.tv (http://blog.gwagenn.tv/) : Aze e c'hller kavout filmigoù ha pennadoù plijus o tennañ d'ar re yaouank.
- Setu (http://setubzh.blogspot.com/) : Aze e c'heller kavout filmigoù fentus e brezhoneg.
- Reveulzin (http://reveulzin.c.la/) : Lec'hienn ar fanzine anvet memes mod.
- Blogoù e brezhoneg : Kalzik blogoù a zo e brezhoneg. Ouzhpenn ar re a gaver war nireblog e c'heller kavout ul listenn war web ar vro : (http://dom.capanna.free.fr/wav/blogou.php)
Traoù all :
- Bed ar vuhezourien (http://bed.ar.vuhezourien.free.fr/) : Dre ma vez kalzik studierien buhezourien e-pad an hañv eo dedennus mont da welet al lec'hienn-mañ, a zo savet brav.
- Lec'hienn mignoned Anjela Duval (http://www.breizh.net/anjela/indexb.php) Testennoù ouzh ha diwar-benn ar varzhez hollvrudet.
18:36 Publié dans E brezhoneg | Lien permanent | Commentaires (2) | Envoyer cette note | Tags : liammoù, internet, brezhoneg



