Ok

En poursuivant votre navigation sur ce site, vous acceptez l'utilisation de cookies. Ces derniers assurent le bon fonctionnement de nos services. En savoir plus.

05/03/2008

Kantren war ar rouedad e brezhoneg

Ar roll-mañ am eus savet evit ur gazetenn-studierien e brezhoneg, anvet kazh Etien. Met dre ma c'hell serivj da dud all eget d'ar studierien a lenno ar gazetenn e adlakan anezhi amañ. 

Dre ma'z eo internet ur media distag ouzh ur galloud kreizennet e c'hell raktresoù hiniennel difoupañ kalz aesetoc'h er metou-mañ, hag ur chañs eo kement-mañ evit ar yezhoù gwasket. Gwelomp un nebeud lec'hiennoù a gaver e brezhoneg, a c'hell bezañ dedennus evit ar studierien. N'emaint ket holl renablet amañ evel-just, met peadra a zo dija da gouestlañ amzer...

Renabliñ ha strollañ lec'hiennoù :

E-touez al lec'hiennoù dedennusañ e kaver ar re a sav ur roll ouzh al lec'hiennoù all hag a aoz anezho diouzh an danvez :

  • Web ar Vro (http://dom.capanna.free.fr/wav/) : Ur roll, savet brav, ouzh lec'hiennoù dedennus a zo da gaout e brezhoneg.
  • DMOZ (http://www.dmoz.org/World/Brezhoneg/) : Ur roll a c'hell bezañ klokaet gant n'eus forzh piv, diouzh doare hag e-barzh tro-spered Wikipedia.
  • Bzh5 (http://www.bzh5.com) : Ne stroll ket an holl lec'hiennoù a zo e brezhoneg, met hepken ar re a vez savet gant skipailh STUR, met kalzik a zo memes tra !

Sevel traoù war internet e brezhoneg :

M'en deus internet servijet da dud all da sevel traoù e c'hell ivez servijout deoc'h-c'hwi :

  • Wikipedia (http://br.wikipedia.org/) : Hollvrudet eo bremañ ar c'helc'hgeriadur-mañ, met ar pezh ne oar ket an holl eo ez eo klok-mat ar rann e brezhoneg.
  • SPIP (http://www.spip.net/) : Ur meziant evit sevel lec'hiennoù en un doare aes eo. Troet eo bet e brezhoneg met n'eo ket bet implijet kement-se, daoust da se e c'heller ober kalzik traoù gantañ, ha n'eo ket diaes da vestroniañ. Graet eo kentoc'h evit lec'hiennoù gant pennadoù, un destenn, ...
  • phpBB (http://www.phpbb.com/languages/) : Ur meziant evit sevel foromoù eo. Troet eo bet e brezhoneg ivez, ar pezh a ro tro da sevel foromoù e brezhoneg.
  • NireBlog (http://nireblog.com/br) : Ul lec'hienn blogoù eo, ha troet eo bet ivez e brezhoneg. Ouzhpenn sevel ur blog e brezhoneg e c'hellit ivez lenn an holl re a zo bodet eno.

Kavout traoù dedennus e brezhoneg :

  • Korvigelloù an Drouizig (KAD) (http://www.drouizig.org) : War al lec'hienn-mañ e c'heller pellgargañ kalz meziantoù, an holl anezho o vezañ... e brezhoneg ! Meziantoù frank (dindan meneg GNU GPL) int peurliesañ, lod anezhe o vezañ brudet (Firefox, OpenOffice, ...). Kavout a reer ivez ur reizhskriver brezhoneg, a c'hell servijout evit al labour Skol-Veur... Ur forom a zo ivez war al lec'hienn-mañ, diwar-benn bet an urzhiataerezhioù e brezhoneg.
  • Ubuntu (http://meskach.free.fr/arbo/Ubuntu-br/ubuntu-br.html) : Ur pezh-mell raktres eo troidigezh ubuntu (un dasparzh aes da implijout ouzh linux) e brezhoneg. Pa vo echu e vo posupl kaout pep tra e brezhoneg war un urzhiataerezh. Evit ar poent e seblant eo aet da get an droidigezh ouzh internet, met distreiñ a raio emichañs...
  • Klask (http://www.klask.com/) : Ul lec'hienn bet savet gant STUR, e-lec'h ma c'heller prenañ, war internet, kalzik traoù liammet ouzh ar sevenadur hag ar brezhoneg.

Labourat :

A-wechoù e vez dav d'ur studier labourat, zoken pa vez studier war ar brezhoneg...

  • Bank-termenoù an Ofis (http://www.ofis-bzh.org/bzh/ressources_linguistiques/inde...) : Hervez an Ofis, n'eo ket ur geriadur, met kentoc'h ur roll ouzh ar gerioù a zo bet aliet o implij gant an Ofis. Met dre m'eo ledan tachenn-oberiantizoù an Ofis e c'hell a-benn ar fin bezañ implijet evel ur geriadur, hag an hini glokañ eo a zo war ar rouedad. Evit kaout an anv ofisiel war dachennoù arbennikaet eo mat-tre.
  • Geriadur.com (http://www.geriadur.com/) : Brav eo ar raktres : sevel ur geriadur e brezhoneg war internet, o vodañ disoc'hoù kalzik geriadurioù paper. Siwazh n'eo ket gwall glok evit poent, met pa vo aet ar raktres da benn e vo ur benveg a-bouez evit ar vrezhonegerien.
  • Geriadur Preder (http://www.preder.net/klask) : Gant Preder ez eus bet lakaet war internet ar pezh a zo e-barzh o c'heriadurioù paper. Evel ar re baper neuze e vo kalzik geriaoueg diaes da gompren, arbennik ha teknikel, met ur benveg talvoudus eo memes tra e degouezhioù 'zo.
  • Geriadur Favereau (http://www.agencebretagnepresse.com/dico/dico.cgi) : Geriadur hollvrudet an aotrou Favereau a gaver ivez war internet.
  • Lec'hienn Yann Gerven (http://www.geocities.com/yann_gerven/) : Skridoù lennegel ha yezhoniezh e brezhoneg da bellgargañ
  • Geriaoueg an Internet (http://www.breizh.net/galleg/mahtmlg.php) : Traoù dedennus all a gaver war breizh.net

Flapiñ hag eskemm :

  • Foromoù Kervarker (http://www.kervarker.org/modules.php?name=Forums) : "tad-kozh" al lec'hiennoù e brezhoneg eo Kervarker, unan eus ar re gentañ o vezañ bet savet e brezhoneg, pa oa c'hoazh diaes d'an holl sevel traoù e brezhoneg war internet. Traoù diwar-benn ar yezh hag al lennegezh a vez kavet warnañ, met brudet eo dreist-holl evit e foromoù, e-lec'h ma vez eskemmoù lies diwar-benn Breizh, ar brezhoneg, politikerezhioù-yezh, ...
  • Foromoù Flap (http://www.flap.ift.cx) : Ur forom evit kaozeal e brezhoneg eo, met ket diwar-benn Breizh, nag ar brezhoneg ! Lies eo an danvezioù a gaver eno (levrioù, sonerezh, sinema, ...), troet eo kalzik war kaozeadennoù politikel hag o tennañ ouzh an endro. Kalzik sinadegoù a vez kavet ivez el liammoù.
  • Foromoù Skriv ha Diskriv (http://brezhoneg.myrealboard.com) : Ur forom e-lec'h ma vez kaoz, e brezhoneg met ket hepken, ouzh Breizh hag ar brezhoneg dreist-holl.
  • Forom ai'ta ! (http://aitabriezh.aceboard.fr/) : Ur forom stag ouzh lec'hienn ar strollad Ai'ta! eo, kaozeadennoù diwar-benn ai'ta a zo neuze evel-just, met ivez reoù all diwar-benn ar brezhoneg, ha yezhoù gwasket.

Mediaoù e brezhoneg :

  • Bremaik (http://bremaik.free.fr/) : Bep sizhun e c'hellit kavout pennadoù berr diwar-benn ar c'heleier : politikerezh, endro, dudioù, ...
  • Diwan Breizh (http://www.diwanbreizh.org/) : Dedennus eo lec'hienn ar skolioù Diwan, zoken evit ar re n'o deus liamm ebet gant Diwan, dre ma kaver alies pennadoù keleier dedennus warnañ tro-dro d'ar brezhoneg.
  • Rezore (http://rezore.blogspirit.com/) : Brudet a-walc'h eo ar blog-mañ, keleier divyezhek a gaver warnañ.
  • Blog Bedig (http://bedig.nireblog.com/) : Blog un den a ro a-wechoù keleier berr-ha-berr diwar-benn ar pezh a c'hoarvez.
  • Kaouenn  (http://www.kaouenn.net/) : ur raktres brav eo hini Kaouenn : war al lec'hienn-mañ e c'hell n'eus forzh piv lakaat sonerezh pe filmoù, savet gantañ da skouer, a c'hello neuze bezañ gwelet ha klevet gant an holl. Dedennus eo neuze koulz evit ar re o deus traoù da skignañ hag ar re o deus c'hoant da welet  hepken.
  • Gwagenn.tv (http://blog.gwagenn.tv/) : Aze e c'hller kavout filmigoù ha pennadoù plijus o tennañ d'ar re yaouank.
  • Setu (http://setubzh.blogspot.com/) : Aze e c'heller kavout filmigoù fentus e brezhoneg.
  • Reveulzin (http://reveulzin.c.la/) : Lec'hienn ar fanzine anvet memes mod.
  • Blogoù e brezhoneg : Kalzik blogoù a zo e brezhoneg. Ouzhpenn ar re a gaver war nireblog e c'heller kavout ul listenn war web ar vro : (http://dom.capanna.free.fr/wav/blogou.php)

Traoù all :

03/03/2008

Prosez Kokopelli

Ha klevet ho peus komz ouzh "afer Kokopelli" ? N'eo ket sur tamm ebet, n'eus ket bet kaoz outi er mediaoù pennañ. Koulskoude eo un darvoud a-bouez e-keñver an endro, ha diskouez a ra mat an dislavar a zo etre komzoù ar bolitikourien war an danvez diouzh un tu, hag ar pezh a c'hoarvez e gwirionez diouzh an tu all, pa vez embregerezhioù bras e-barzh ar jeu.

Kokopelli hag he stourm evit liesseurted an hedoù

Da gentañ, petra eo Kokopelli ? Ur gevredigezh eo. He fal a zo derc'hel liesseurted ar spesadoù plant. A-bouez eo derc'hel liesseurted ar plant, evit abegoù lies. Unan eus ar re pennañ a denn ouzh ar c'hleñvedoù : kalz nebeutoc'h a chañsoù he deus ur c'hleñved d'en em ledañ pa vez lies ar spesadoù eget pa vez ar memes hini e pep lec'h, dre ma ne vez ket gwan ar spesadoù disheñvel war ar memes tachenn, hag o deus doareoù disheñvel d'en em zifenn. Abegoù all a zo da zerc'hel ouzh liesseurted ar boudoù bev, a zo anat a-walc'h, a zo liammet ouzh pinvidigezh ar glad.  Daoust da se e vez gwallgaset hounezh gant an hentennoù labour-douar a-vremañ a implij nebeut-kenañ a spesadoù disheñvel. Miret e vez hedoù ouzh ar plant na vezont ket implijet ken, e-barzh "bankoù-hedoù", met koll a ra ar re-se o frouezuster ma ne vezont ket plantet en douar. Setu perak he deus divizet Kokopelli gwerzhañ, d'ur priz an izelañ ar gwellañ, hedoù ouzh plant ral, pe reoù "mod kozh".

Koustus eo stourm evit an Endro...

Labour Kokopelli n'en deus ket plijet d'an holl... Daou brosez a zo bet graet d'ar c'hevredigezh !

  • An hini gentañ a zo tont ouzh an embregerezh Baumaux, evit "kevezerezh ket leal". Gwerzhañ hedoù a ra Baumaux ivez, met kalz kêroc'h eget Kokopelli, dre ma'z eo evit gounid arc'hant, ha n'eo ket evit mirout ouzh al lieseurted ar plant. Dre se e kavont e vir Kokopelli outo da c'hounid arc'hant, dre ma c'hell an dud prenañ hedoù marc'had-mat eno. Ha barnet e vez kement-mañ gant al lezenn, dindan pennaenn ar "gevezerezh dieub ha ket direnket". Evit poent eo bet kondaonet Kokopelli, met ur galv a zo bet graet ganto.
  • An eil prosez a zo o tont ouzh strolladoù broadel a vod ar werzherien hedoù (GNIS hag FNPSP). Rebech a reont da gKokopelli gwerzhañ hedoù ha na vezont ket kavet war ar marilh (ar roll) ofisiel. Met gant an embregerezhioù e vez dalc'het ar roll-mañ, ha dav eo paeañ 250€ evit pep spesad da ouzhpennañ. A-benn ar fin eo an embregerezhioù a werzh hedoù a zibab aotreañ pe get ar re all da werzhañ hedoù. Souezhus eo memes tra, pa ouzer emeur o komz ouzh plant, ha na vefent sañset bezañ perc'hennet gant den ebet ! Evit hennezh eo bet kollet gant Kokopelli : 20 000 € a dael-kastiz o deus bet da baeañ.

Ur prosez ispisial

N'eo ket diabeg ar prosez a zo bet graet ouzh Kokopelli. Politikel eo : interestoù an embregerezhioù bras an hini eo a vez o stourm a-enep da re an endro. Gant an holl frejoù da baeañ eo 88 000€ a vo bet kollet gant Kokopelli : peadra da lakaat ar c'hevredigezh da vervel. E-pad ar prosez ez eus bet implijet hentennoù gwall iskis : goude ar varnadenn gentañ ez eus bet graet ur galv gant Kokopelli, ha daoust da se eo bet stanket kont prezidant ar c'hevredigezh ha kemeret warnañ an arc'hant dre an nerzh : ouzhpenn bezañ un doare d'ober feuls-tre eo maez-lezenn dre ma oa ur galv. Ouzhpenn se e oa deuet tud Kokopelli ha tud a-du ganto a-benn da brouiñ e veze gwerzhet frouez ha legumaj o tont ouzh hedoù "maez-lezenn" e pep lec'h : Carrefour, Auchan, leclerc, Super U, Saveol, ha zoken... Baumaux ! Kondaonet eo bet Kokopelli, met ket an embregerezhioù all.

Pa'z eus bet klevet komzoù flour da vare Grenelle an Endro diouzh un tu, e weler diouzh un tu all he deus kendalc'het ar Stad da lakaat maez-lezenn darn vrasañ ouzh ar spesadoù greun, o virout un nebeud re hepken war he marilh, implijet gant an embregerezhioù, a ranker prenañ en-dro bep bloaz, hag o deus ezhomm ouzh louzoù forzh pegement.

Un arouez eo prosez Kokopelli ouzh dic'halloud ar Stad da warantiñ gwirioù an endro a-enep da interestoù an embregerezhioù meur, daoust dezhi embann ober kalz evit an endro.

Titouroù ouzhpenn :

Diwar-benn Kokopelli :

Diwar-benn Marilh an hedoù :

Diwar-benn ar prosezoù :

02/03/2008

Piv eo Monsanto ?

Alies e klever anv Monsanto, en tabut tro-dro d'ar plant OGK. Met daoust ha gouzout a reer mat piv eo ha petra 'ra ?

Un embregerezh bet krouet e 1901 eo Monsanto. Kroget eo oc'h ober sakarin, a werzhe da Coca-Cola. E 1945 e krog da sevel danvezioù evit lazhañ ar plant hag al loened. Da c'houde eo kroget da labourat war ar c'hemmoù genetikel.

E-pad brezel ar Viêt-Nam eo gant Monsanto e voe savet ar "graer orañjez", a voe skuilhet eno, hag a zegasas, betek hiziv c'hoazh, bugale da c'henel distummet, krignoù-bev, hag all. En holl e vefe bet tizhet etre 2,1 ha 4,8 million a dud.

Gant Monsanto e vez savet ar RoundUp. Kondaonet eo bet an embregerezh e 2007 e Bro-C'hall, evit lavarout gevier war he vruderezh. Kinniget e veze ar RoundUp evel ul lazher-plant doujus ouzh an endro, "a lez an douar propr".

Gant tud 'zo e vez tamallet Monsanto da brenañ greun ha n'int ket bet savet ganto, e broioù ar Su, evit ma ne chomfe mui nemet o re OGK war ar marc'had.

E bro-Kanada ez eus bet distrujet parkeier gant "polis Monsanto" : kavout a rae dezho e oa bet hadet diaotre greun bet savet ganto, a chom bev gant ar RoundUp, setu o deus skuilhet RoundUp war ar parkeier evit gwiriañ. A-benn ar fin n'eo ket chomet bev ar plant, met d'eo ket bet digollet al labourer-douar.

E Anniston, er Stadoù Unanet, e veze savet PCB en ul labouradeg gant Monsanto. Kalzik produoù kontammet a zo bet taolet en un dachenn-diskargañ al lastez, e-barzh karterioù du ar c'her. Graet eo bet kement-se betek 1971, pa anaveze Monsanto efedoù ar PCB abaoe 1937. Kalzik tud eno a zo marvet eus ur c'hrign-bev diwar se, pe bet klañv-mat. 20000 a dud o deus savet klemm, ha gounezet.

Kavet e vez Monsanto war dachenn ar bolitikerezh ivez. Un doare evito da gaout levezon war an divizoù a vez kemeret eo. Arc'hantaouiñ a reont koulzadoù an dilennadegoù, ha 4 ministr a-bouez ouzh gouarnamant Bush a zo tost ouzh Monsanto.

Emañ ul levr o vont da vezañ embannet (d'ar 6 a vez Meurzh) diwar-benn Monsanto : Marie-Monique Robin, Le monde selon Monsanto - De la dioxine aux OGM, une multinationale qui vous veut du bien, emb. La Découverte, 370 pajenn.