Ok

En poursuivant votre navigation sur ce site, vous acceptez l'utilisation de cookies. Ces derniers assurent le bon fonctionnement de nos services. En savoir plus.

« La critique d'un livre que je n'ai pas lu | Page d'accueil | Prosez Kokopelli »

02/03/2008

Piv eo Monsanto ?

Alies e klever anv Monsanto, en tabut tro-dro d'ar plant OGK. Met daoust ha gouzout a reer mat piv eo ha petra 'ra ?

Un embregerezh bet krouet e 1901 eo Monsanto. Kroget eo oc'h ober sakarin, a werzhe da Coca-Cola. E 1945 e krog da sevel danvezioù evit lazhañ ar plant hag al loened. Da c'houde eo kroget da labourat war ar c'hemmoù genetikel.

E-pad brezel ar Viêt-Nam eo gant Monsanto e voe savet ar "graer orañjez", a voe skuilhet eno, hag a zegasas, betek hiziv c'hoazh, bugale da c'henel distummet, krignoù-bev, hag all. En holl e vefe bet tizhet etre 2,1 ha 4,8 million a dud.

Gant Monsanto e vez savet ar RoundUp. Kondaonet eo bet an embregerezh e 2007 e Bro-C'hall, evit lavarout gevier war he vruderezh. Kinniget e veze ar RoundUp evel ul lazher-plant doujus ouzh an endro, "a lez an douar propr".

Gant tud 'zo e vez tamallet Monsanto da brenañ greun ha n'int ket bet savet ganto, e broioù ar Su, evit ma ne chomfe mui nemet o re OGK war ar marc'had.

E bro-Kanada ez eus bet distrujet parkeier gant "polis Monsanto" : kavout a rae dezho e oa bet hadet diaotre greun bet savet ganto, a chom bev gant ar RoundUp, setu o deus skuilhet RoundUp war ar parkeier evit gwiriañ. A-benn ar fin n'eo ket chomet bev ar plant, met d'eo ket bet digollet al labourer-douar.

E Anniston, er Stadoù Unanet, e veze savet PCB en ul labouradeg gant Monsanto. Kalzik produoù kontammet a zo bet taolet en un dachenn-diskargañ al lastez, e-barzh karterioù du ar c'her. Graet eo bet kement-se betek 1971, pa anaveze Monsanto efedoù ar PCB abaoe 1937. Kalzik tud eno a zo marvet eus ur c'hrign-bev diwar se, pe bet klañv-mat. 20000 a dud o deus savet klemm, ha gounezet.

Kavet e vez Monsanto war dachenn ar bolitikerezh ivez. Un doare evito da gaout levezon war an divizoù a vez kemeret eo. Arc'hantaouiñ a reont koulzadoù an dilennadegoù, ha 4 ministr a-bouez ouzh gouarnamant Bush a zo tost ouzh Monsanto.

Emañ ul levr o vont da vezañ embannet (d'ar 6 a vez Meurzh) diwar-benn Monsanto : Marie-Monique Robin, Le monde selon Monsanto - De la dioxine aux OGM, une multinationale qui vous veut du bien, emb. La Découverte, 370 pajenn.