Ok

En poursuivant votre navigation sur ce site, vous acceptez l'utilisation de cookies. Ces derniers assurent le bon fonctionnement de nos services. En savoir plus.

« LRU : Questions/Réponses | Page d'accueil | Produoù OGK »

30/12/2007

Petra nevez gant an toull er gwiskad ozon ?

Setu unan eus ar pennadoù am eus skrivet evit bremaik pe bremañ

 

Abaoe pell n'eus ket klevet komz ouzh an toull er gwiskad ozon. Un nebeud gwechoù hon eus bet klevet ez ae war zisteraat, ha netra ken bremañ, ken ma c'hellfer krediñ n'eus ket outañ ken. Koulskoude ez eus nevezinti war an danvez.
 
Da gentañ, displegomp un tammig petra eo. Gant gwiskad ozon ar stratosferenn (etre 10-30km ha 30-50 km a-us deomp) e vez gwarezet ar boudoù bev dirak skinoù fallañ an Heol. Hepti ne vefe buhez ebet. Abalamour da zanvezioù 'zo (CFC hag HCFC), a veze implijet er yenerezioù da skouer, e vez taget ar gwiskad-mañ. E poloù an Douar e steuzia ar gwiskad ozon da vareoù 'zo eus ar bloaz : sed aze an "toull". Un eil gwiskad a sav ivez, izeloc'h, en droposferenn (dindan 10km a-us deomp) pa vez re saotret ar c'herioù, met hounez ne warez ket ac'hanomp tamm ebet, ha gwashoc'h c'hoazh, fall evit ar yec'hed eo analat ozon.
 
Ugent vloaz 'zo, e miz Gwengolo 1987 e oa bet dalc'het ur c'henemglev war an danvez e Montréal gant 191 vro. Ar pal a oa herzel tamm-ha-tamm ouzh ar produiñ gazoù evel ar CFC hag HCFC evit ma c'hellfe ar gwiskad ozon en em sevel en-dro. Evit ur wech, er c'hontrol ouzh kenemglev Kyoto, eo bet doujet ouzh ar c'henemglev-mañ gant an holl vroioù emezelet, hag efedus eo bet ar strivoù. E 2030 e rank an holl vroioù greanteret paouez penn-da-benn d'ober gant ar gazoù-mañ, hag e 2040 emañ an deiziad evit ar vroioù ha n'int ket greanteret. Ouzhpenn-se ez eus bet kavet gant skiantourien e oa ivez un efed-gor gant ar gazoù a zistruje an ozon, setu e vefe bet gwashoc'h c'hoazh tommadur an hin ma vefe bet kendalc'het d'ober gant ar gazoù-mañ. Kement-se a reas ma voe kinniget, e emgav Montréal ziwezhañ war an danvez, e miz Gwengolo, ma vefe harzet dek vloaz abretoc'h (da lâret eo 2020 ha 2030) d'ober gant ar gazoù-mañ, kement-mañ evit espern betek 3,5% a c'hazoù un efed-gor ganto.
 
Daoust da se e sav kudennoù : posupl eo ma ne vihanafe ket ken buan ha se an toull er gwiskad ozon. Unan eus an abegoù eo ar yenerezioù kozh a vez dalc'het e lec'hioù 'zo eus Afrika, e-lec'h ma ne vez ket distrujet ar gazoù noazus. Ouzhpenn da-se e vefe gwerzhet maez-lezenn, ha neuze hep bezañ disklêriet, betek ur c'hard ouzh produoù ar gazoù-mañ eno. Ha dre ma vez atav luziet an darvoudoù o tennañ d'an hin ez eo posupl ma vefe levezonet an ozon gant elfennoù all n'haller ket c'hoari warno.
 
Ar bloaz-mañ e oa erruet abretoc'h an toull er gwiskad ozon, ar pezh a reas aon d'ar skiantourien. Koulskoude n'eo ket ken bras ha se (tro 25 million Km²), un tammig nebeutoc'h eget warlene. Daoust da se, n'haller ket lavaret emañ o kregiñ da steuziañ. N'eo nemet tro 2065 e vo adkavet gantañ stad 1980.