Ok

En poursuivant votre navigation sur ce site, vous acceptez l'utilisation de cookies. Ces derniers assurent le bon fonctionnement de nos services. En savoir plus.

« Pegoulz ez aio an eoul-maen da-hesk ? | Page d'accueil | Pour s'y retrouver un peu là-dedans »

30/12/2007

Petra eo an digreskiñ ?

Setu ur pennad am boa skrivet evit bremaik.

Alies e vez komzet ouzh "an ekologourien". Met kuzhat a ra ar ger-mañ an dizemglev bras-spontus a vez etrezo, dre ma lak da grediñ e vezont holl a-du an eil gant egile. E gwirionez, n'emaint ket tamm ebet. Unan eus abegoù pennañ o enebiezhioù a sav, er mare-mañ, tro-dro d'ur gudenn : ha ret e vo da vab-den digreskiñ ar pezh a brodu hag ar pezh a vevez evit saveteiñ e blanedenn, pe daoust hag-eñ e vo trawalc'h dezhañ kavout diskoulmoù teknikel ha mirout e zoare da vevañ ? Emaomp o vont da ginnig un tammig luskad ar re a sav evit un digreskiñ eus an oberiantizoù saotrus ha koustus evit an douar. Diouzh un tu eo krog ar re-se da vezañ brudetoc'h-brudetañ, diouzh un all ivez e vez kontet muioc'h-muiañ a sotonioù diwar o fenn.

I. An orinoù

  • Skipailh Roma (Le Club de Rome), ha "danevell Meadows" : E 1972 ez eus bet embannet un danevell skiantel gant skipailh Roma, "bevennoù ar c'hreskiñ" e anv. En danevell-mañ e keñverient roadoù disheñvel ouzh buhez an dud (poblañs, beveziñ, krouiñ lastez, ...), hag e klaskent gouzout petra c'hoarveze ma kreske ar re-se e-pad pell. Bewech ar memes disoc'h : ma kresk unan anezho pe meur a hini e-pad re bell ez a mab-den da get, abalamour d'un enkadenn stag ouzh an endro. Hag int da lavarout deomp neuze : paouezomp gant ar c'hresk. Ne oant ket evit an disgreskiñ c'hoazh, dre ma komzent ouzh "chom hep kreskiñ" (la croissance zéro). Fall-tre eo bet degemeret o labour, met reuz en doa graet er mare-se. Un eil danevell a oa bet savet e 1992.
  • Nicholas Georgescu-Roegen : ur sell skiantel war an ekonomiezh. Ur fizikour ha matematikour troet d'an ekonomiezh eo Nicholas Georgescu-Roegen. Er bloavezhioù 70-80 en deus labouret kalzik evit kinnig e zoare da welet an ekonomiezh. Hervezañ, ne sell an ekonomourien all ouzh an ekonomiezh nemet evel un eskemm etre marc'hadouriezhioù hag arc'hant, hep teurel pled ouzh an danvezioù ret evit krouiñ ar re-se, ouzh al lastez a vez savet pa vezont taolet, nag ouzh an energiezh a vez bevezet e-pad o vuhez. Ma kemerer an holl draoù-mañ e-kont eo dav sevel un deorienn nevez ouzh an ekonomiezh, he devo muioc'h a liammoù gant skiantoù an natur (fizik, kimiezh, bevoniezh). Lakaat a ra e-pleustr ur pennaenn ouzh an termodinamik war dachenn an ekonomiezh : lezenn an Entropiezh. Hervez al lezenn-mañ, forzh petra ma reer ez a bepred ul lodenn ouzh an energiezh a c'heller ober ganti da get, pa vez treuzfurmet e gwrez, ha ne vezer ket evit implijout hounezh ken. Da laret eo n'haller ket treiñ betek difin un dra en un dra all, hag an eil tra en hini kentañ en-dro, hag an hini kentañ en eil, h.a., peogwir e vez kollet un tammig energiezh bewech, ha setu d'ur mare n'eus ket trawalc'h ken evit an dreuzfurmadenn. Kement-mañ a dalvez n'haller ket beveziñ un danvez (e lakaat da vezañ lastez), hag adsevel anezhañ (e lakaat da vezañ en-dro an danvez), ha beveziñ anezhañ en-dro, hep fin, peogwir e vez kollet un tammig energiezh da bep treuzfurmadur. Dre ma'z eo an douar ur metoù kloz e-keñver an energiezh eo dav bihanaat an niver a dreuzfurmadennoù a reer evit gallout implijout e-pad pelloc'h an energiezh a c'hellomp ober ganti, ha klask tennañ gounid ar muiañ-posupl ouzh ar vammenn-energiezh nemeti a zeu deomp eus diavaez an Douar : an heol.
  • Ivan Illich hag all : Tud all o deus klasket kemer an traoù en un tu all. N'o deus ket studiet levezon an ekonomiezh war mont en-dro an Douar, met hini an doareoù-bevañ er c'hevredigezhioù a-vremañ war eürusted an dud. Da lâret eo, ha pa ne vefe ket saotrus oberiantizoù mab-den er c'hevredigezh a-vremañ e vefe dav herzel gant lod anezho memes tra, peogwir n'int ket ar re wellañ evit mab-den. E-touez an dud o deus bet prederiet evel-se e vez kavet dreist-holl Ivan Illich ha Jacques Ellul, met ivez tud evel François Partant, Jean Baudrillard, Cornelius Castoriadis, Bernard Charbonneau. Setu ur skouer ouzh prederiadennoù Ivan Illich : kavout a ra deomp ez eer buanoc'h gant ar c'harr-tan eget gant ar marc'h-houarn. Met dav eo deomp paeañ evit ober gant ar c'harr-tan (eoul-maen, an asurañsoù, ar c'harr-tan, kempenn anezhi, ...), pa vez kalz nebeutoc'h da baeañ gant ur marc'h-houarn. Setu e vefe reizh ouzhpennañ, e-barzh padelezh ar veaj gant ar c'harr-tan, an amzer eo dav deomp labourat evit paeañ an traoù-se. Er bloavezhioù 1970 en doa neuze jedet Ivan Illich e oa "tizh gwirion" ur c'harr-tan tro 15km/e (!), o kontañ an amzer tremenet o labourat evit paeañ anezhi. Ma vefe adjedet hiziv e vefe c'hoazh kalz gorrekoc'h !

II. En amzer-vremañ

  • Enebiñ ouzh an "dioren padus" : hiziv an deiz, ma vez kaoz eus "digreskiñ" gant lod eo evit enebiñ ouzh ar re a gomz ouzh "dioren padus" (développement durable). Hervez luskad an digreskiñ, dre ma'z eo bevennet ment an Douar, hag ar c'hementad a zanvezioù a zo enni, eo sot soñjal e c'hell bezañ divevenn ur c'hresk ouzh implij an danvezioù-mañ. Dre ma vez kollet energiezh oc'h adaozañ al lastez, hag e vez bevennet kalz ivez gant ar c'hompoderezh, n'eus nemet un diskoulm : digreskiñ ar pezh a gemerer ouzh an Douar. Kement-mañ ne dalvez ket distreiñ d'an amzer-dremenet, met kavout doareoù da vevañ a c'houlenn nebeutoc'h digant an Douar. Da lâret eo, pa lavar luskad an "dioren padus" e c'hellimp kenderc'hel da vevañ evel ma reomp, hag eo araokadennoù teknologel a roio diskoulmoù deomp, e lavar luskad an "digreskiñ" e vo dav deomp cheñch hon zoareoù da vevañ.
  • An eoul-maen : Tud 'zo, evel Yves Cochet, a zo en em ziazezet war labourioù ar skiantour Marion King Hubbert, evit klask diouganiñ pegoulz e krogo enkadenn an eoul-maen. Gant un doare ispisial da jediñ en doa Hubbert, e 1956, rakwelet e tigreskfe produiñ an eoul-maen er Stadoù-Unanet e 1970. Ar gwir a zo bet roet dezhañ : e 1970 e krogas ar produiñ eoul-maen da zigreskiñ er Stadoù-Unanet. Ma vez lakaet e zoare da jediñ e-pleustr war live ar bed a-bezh, ha n'eo ket hini ur vro ken, e vez kavet e tigresko produiñ an eoul-maen tro... 2015 ! Alese e lavar Yves Cochet, dre ma vez dalc'h pep tachenn ouzh hon ekonomiezh ouzh an eoul-maen, e savo ur pezh-mell enkadenn, hag e vo dav soñjal pep tra en-dro : ober hep ar c'harr-tan evit an dud boutin, paouez da dreuzborzhañ marc'hadouriezhioù ha tud dre garr-nij, paouez da implijout louzoù evit al labour-douar, digreskiñ ar plastik a vez produet, ... Hervezañ neuze eo dav en em brientiñ diouzhtu d'ar c'hemmoù-se, dre ma c'hoarvezint a-benn nebeut, peogwir e vefe spontus ma n'eus bet graet netra pa zegouezho.

IIV : Tabutoù

  • An araokadur, ar skiantoù : Unan eus pennaennoù luskad an disgreskiñ eo ar soñj-mañ : n'haller ket fiziout er skiantoù evit diskoulmañ an holl gudennoù a sav. Kement-mañ ne dalvez ket eo didalvoud ar skiantoù war dachennoù 'zo, met evit ar c'hudennoù meur, ne vo ket trawalc'h kavout diskoulmoù teknikel ma ne cheñch ket an dud o zoare da vevañ. Ouzhpenn-se e vez meret bremañ darn vrasañ eus an enklask skiantel gant embregerezhioù pe gant an arme, ha pal ar re-se n'eo ket diwall ouzh an endro kement-se. Daoust hag-eñ e talvez emañ luskad an digreskiñ ul luskad a-enep d'an araokadurioù ? Ne gav ket din, hervezo eo dav kentoc'h ober enklaskoù war dachennoù all : kentoc'h eget kavout penaos lakaat an dud da brennañ muioc'h c'hoazh a draoù e vefe dedennusoc'h kavout penaos espern energiezh ha danvezioù en hon zoareoù da vevañ.
  • Disgreskiñ er vroioù paour ? Unan eus ar rebechoù a vez graet da luskad an disgreskiñ eo hounnezh : kit da c'houlenn digant ar vroioù paour beveziñ nebeutoc'h ! Koulskoude, n'eo ket digant an holl e vez goulennet digreskiñ ar pezh a vevezont. Evel-just, ar vroioù paour n'o deus ket ezhomm d'hen ober, ni an hini eo a ranko disgreskiñ ar pezh a vevezomp. Ha just a-walc'h, keit ha ma talc'himp da veveziñ kement ha ma reomp, n'hallo gwech ebet ar re all beveziñ kement hag en hon broioù, dre ma n'eus ket a-walc'h a zanvezioù war an douar evit se. Setu, evit ma vefe ingalet ar pezh a vez bevezet etre ar broioù eo dav deomp digreskiñ diouzh hon zu.
  • Ar boblañs : Daoust hag-eñ eo neo-malthusianourien tud an disgreskiñ ? Malthus, un ekonomikour saoz eus fin an XVIIIvet kantved, a soñje dezhañ e oa re a dud e Bro-Saoz, hag e oa kement-mañ abeg an holl drubulhioù a save. Hag eñ da ginnig : ne rankfer ket aotreañ an dud paour da gaout bugale ma n'o deus ket peadra da zesevel ar re-se. Evel-just, ne soñj ket tud an digreskiñ eo dav nac'hañ ar gwir da gaout bugale d'ar re baour. Koulskoude e soñj lod anezho e vefe dav digreskiñ niver an dud war an douar. Daoust da se n'eo ket soñj an holl anezho, pell alese. Hervez Serge Latouche, da skouer, ma vevfemp holl evel ur Burkinabè, e c'hellfemp bezañ 23 milliard a dud war an Douar hep mont dreist d'he c'halloudegezh-pourveziñ. Setu, o tigreskiñ ar pezh a vevezomp, ne vefe ket ezhomm da zigreskiñ niver an dud a zo war an Douar.

Un nebeud levrioù da lenn evit an hañv :

  • Nicholas Georgescu-Roegen, "La Décroissance; Entropie - Ecologie - Economie", emb. Ellébore-Sang de la Terre (2006)
  • Ivan Illich, "La perte de sens", emb. Fayard (2004)
  • Serge Latouche, "Le pari de la décroissance", emb. Fayard (2006)
  • Paul Ariès, "Décroissance ou barbarie", emb. Golias (2004)
  • Yves Cochet, "Pétrole Apocalypse", emb. Fayard (2005)
  • Jean-Paul Besset, "Comment ne plus être progressiste...sans devenir réactionnaire", emb. Fayard (2005)
  • Nicolas Ridoux, "La Décroissance pour tous", emb. Parangon (2006)