Ok

En poursuivant votre navigation sur ce site, vous acceptez l'utilisation de cookies. Ces derniers assurent le bon fonctionnement de nos services. En savoir plus.

« Produoù OGK | Page d'accueil | Petra eo an digreskiñ ? »

30/12/2007

Pegoulz ez aio an eoul-maen da-hesk ?

Setu unan eus ar pennadoù am eus skrivet evit bremañ.

Ne baouez ket priz an eoul-maen da greskiñ. Gouzañvet e vez gwashoc'h c'hoazh gant ar Stadoù-Unanet eget ganeomp, dre ma vez gwanaet ar c'hresk-mañ evidomp gant kresk an €uro. Daoust hag-eñ eo liammet ouzh abegoù politikel hag ekonomikel ar mare, pe daoust hag-eñ eo un arouez eus mont-da-hesk ar c'hementadoù eoul-maen a gaver en douar ? Kement-mañ a vo gwelet ganeomp.
 

I : Un nebeud traoù da c'houzout

Marion King Hubbert eo ar skiantour brudetañ evit ar pezh a sell ouzh ar studiadennoù war mont-da-get an eoul-maen. Er bloavezhioù 1940 en doa kinniget un doare nevez da jediñ evit diouganiñ an devezh ma tigresko ar c'hementadoù eoul-maen produet. E 1956 e tisklêrias e krogfe produadur eoul-maen ar Stadoù-Unanet da zigreskiñ e 1970. Kement-mañ na blijas ket d'an dud er mare-se, hag ankouaet e voe...betek 1971. Pa voe merzet e oa bet lavaret gwir gantañ e voe taolet pled en-dro ouzh e jedadennoù.

Ar re o deus klasket lakaat e zoare da jediñ e pleustr evit ar bed a-bezh, ha n'eo ket ar Stadoù-Unanet ken, o deus diouganet e krogo ar produiñ eoul-maen da zigreskiñ e-tro... 2015, war-nes pemp bloaz. Koulskoude, pa glever an aozadurioù ofisiel stag ouzh an embregerezhioù pe ar broioù a brodu eoul-maen, ez eus c'hoazh peadra d'ober betek 2060, ma n'eo ket 2070.
 
Perak ez eus un diforc'h ken bras etre an daou ? Ober a ra an aozadurioù ofisiel gant ar c'hementadoù eoul-maen a gav deomp a vez kavet en douar. Ar re a jed diouzh doare Hubbert, diouzh o zu, a ra un diforc'h etre an eoul-maen a zo en douar hag an hini a c'hellimp implijout. Da skouer, pa vez re zon an eoul-maen, e lec'hioù diaes da gavout (dindan ar mor, er poloù), pe mesket gant traezh, e teu ur mare ma vez ezhomm eus muioc'h a energiezh evit kavout an eoul-maen-mañ eget an hini a vez roet gant hennezh. Setu, daoust ma vez eus an eoul-maen-mañ en douar, n'haller ket kontañ warnañ, ha n'eo ket onest lakaat hennezh ar c'hontoù.
 

II : Alioù lies

Aozadurioù lies a zo evit jediñ an amzer a chom deomp d'ober gant an eoul-maen, pep hini un ali disheñvel ganto. E-touez ar re-mañ e c'heller menegiñ :

  • Ofis Etrebroadel an Energiezh (AIE e galleg, EIA e saozneg) : savet e 1974 gant an OCDE. An aozadur "ofisiel" eo tamm pe damm. Emañ o paouez embann e zanevell ziwezhañ, e lec'h ma wel daou hent posupl evit an emdroadur. Gant an hini kentañ, ma ne vez graet netra gant ar broioù, e kresko an ezhommoù a 55% ac'hann da 2030, hag e vo graet gant 84% a energiezhioù o tont eus fosiloù. 116 milion a varikennadoù a vefe implijet bemdez, ha dont a rafe ar c'hresk eus ar broioù war greantelaat evit 74%. Kreskiñ a rafe kementad ar gazoù un efed-gor ganto eus 57%. En eil degouezh, ma cheñch ar broioù o folitikerezh, e vefe ezhomm eus 102 vilion a varikennadoù bemdez, hag e kreskfe kementad ar gazoù un efed-gor ganto eus 27%. Gwelet a reer e kont an aozadur-mañ ma vefe bevezet kalzik eoul-maen c'hoazh en dazont. Zoken en eil degouezh e kreskfe ar wrez eus 3°C. (http://www.iea.org/)
  • Aozadur evit Studiañ Pik an Eoul-Maen (ASPO) : Hennezh a ra gant jedadennoù Hubbert. 24 skiantour arbennikaet war an danvez a zo ennañ. Hervezañ e vo produet 65 miliard a varikennadoù eoul-maen bemdez e 2030 hag ez eo e-tro 2010 e krogo ar produiñ da zigreskiñ (o tigreskiñ abaoe 20 vloaz e vo dija produiñ an eoul-maen e 2030 neuze). (http://www.peakoil.net/)
  • Strollad Evezhiañ an Energiezh (EWG) : hennezh ivez a ra gant hentenn-jediñ Hubbert. Hervez hennezh eo bet tizhet ar pik e 2006, hag eo 39 milion a varikennadoù eoul-maen a vo produet bemdez e 2030. (http://www.energywatchgroup.org/).

Meur a abeg a zo da gement a zizemglev. Da gentañ penn eo diaes gouzout peseurt kementad eoul-maen a chom e pep bro. Broioù an OPEP (Strollad ar broioù pourvezerien pennañ an eoul-maen) ne reont netra evit disklêriañ resis peseurt kementad a chom dezho, setu e rank ar skiantourien ober gant ar pezh a gav dezho a chom, diwar elfennoù gwan a-wechoù.

IIV : Levezon an diouer a eoul-maen

Ma vefe kroget produadur an eoul-maen da zigreskiñ e 2006, ma krogfe e 2015 pe e 2030, n'eus ket kalz a ziforc'h : un deiz bennak ne vo ket mui a-walc'h a eoul-maen evit kenderc'hel da vevañ evel ma vevomp bremañ. Gwelomp un tammig peseurt tachennoù eus hon ekonomiezh a zo stag ouzh an eoul-maen :
 
Ar boued : ober a ra an hentennoù labour-douar arnevez gant produoù ouzhpenn a vez ledet war ar parkeier, ha kement-mañ a vez kavet a-drugarez d'an eoul-maen. Beajiñ a ra forzhik ar boued etre al lec'hioù ma vez produet, ar re ma vez treuzfurmet, hag ar re ma vez bevezet. Kement tamm plastik a vez implijet evit lakaat tro-dro d'ar boued a vez savet diwar eoul-maen. Gallout a reer da skouer gwelet disoc'hoù ar strollad PLANETE en deus jedet, evit un atant pe evit ur penn-chatal, peseurt kementad a eoul-maen a vez bevezet. En Europa hiziv e vez dispignet 10kWh a energiezh evit produiñ 1kWh a energiezh a vo kavet er boued.
 
An treuzdougen : a feur ma kresk priz an eoul-maen e teu da vezañ keroc'h-kerañ implijout e garr-tan. Gwashoc'h c'hoazh eo evit ar c'hirri-nij, dre ma ne vez ket kempouezet kresk ar priz gant an tailhoù (dre ma n'eus tailh ebet war ar c'herozen). Treuzdougen tud koulz ha marc'hadourezhioù a gousto neuze keroc'h-kerañ. Ar re baour an hini eo a vo tizhet gant ar gudenn-mañ da gentañ.

IV : Peseurt diskoulmoù ?

Gallout a reer soñjal e vo kavet diskoulmoù da gudenn an eoul-maen a-drugarez d'an teknologiezhioù nevez a roio tro deomp da gavout mammennoù all a energiezh. Siwazh, n'eo ket ken aes ha se an traoù.

  • Ar gaz : Evit poent n'eo nemet 22% eus an energiezh a implijomp a zo o tont eus ar gaz. Hag ar memes kudenn a vo gant ar gaz hag an hini zo gant an eoul-maen : n'eo ket peurbadel ar c'hementadoù a chom en douar.
  • Ar glaou : Evit ma c'hellfer implijout glaou en un doare aes, er c'hirri-tan, e vefe ret lakaat anezhañ da vezañ dourennek, met kement-mañ a c'houlenn kement a energiezh (ouzhpenn d'ar saotradur) ma n'eo ket un diskoulm tamm ebet.
  • An eoul-plant : komz a zo kalzik er mare-mañ da lakaat eoul savet diwar plant kentoc'h eget eoul-maen er c'hefluskerioù. Siwazh, n'eo ket un diskoulm tamm ebet. Evel m'emañ Greenpeace o paouez diskouez en un danevell bet savet ganti ("Cooking the climate") eo ur spont an eoul-plant e-keñver an endro.
    • Da gentañ, ne vefe ket trawalc'h outo evit an implijoù hon eus outo : evit gallout kenderc'hel da implijout ar 36 million a girri-tan a reer ganto e Bro-C'hall e vefe dav kreskiñ an tachadoù produiñ ed betek 9400%, ha beterabez betek 420%, pezh a zo dibosupl. Ha ma paouezfemp holl da zebriñ, a-benn gouestlañ holl tiriad labouradus ar bed d'ober parkeier da sevel eoul-plant, ha n'eo ket boued pe loened, e vefemp gouest da broduiñ evit 40% eus ar pezh a implijomp er mare-mañ. A dra sur, ne baouezimp ket holl da zebriñ evit ruilhal, met posupl eo ma savfe kevezerezh etre an tachennoù implijet evit magañ an dud hag ar re implijet evit magañ ar c'hirri. Kudennoù geopolitikel bras a savfe neuze.
    • Da eil, an hentennoù implijetañ er mare-mañ el labour-douar a ra emañ hounezh e-dalc'h ouzh an eoul-maen : evit ar stlejerien, al louzoù ouzhpennet war ar parkeier, an treuzborzhañ, ... Ma vez ezhomm 400mL eoul-maen a-benn produiñ 1L eoul-plant, ne vo ket gwall spletus !
    • Da drede, ur spont a vefe evit an endro. A-benn produiñ parkeier palmez e vez devet koadeier en Azia (Malezia, Sumatraz, Borneo, Indonezia, ...), gant ul levezon spontus war loened ha plant ar vro... ha gant CO2 eztaolet forzh pegement ! Ha ma n'eo ket koadeier met pradoù a vez lakaet da barkeier e sav ur gudenn ivez dre ma vez dalc'het teir wech muioc'h a garbon e douar ur prad eget e hini ur park. Evit digreskiñ an tiriad ret evit sevel plant a servijfe d'ar c'hirri e vefe dav mont davet ul labour-douar askoridikoc'h c'hoazh eget an hini a-vremañ, met hennezh a vevezfe muioc'h c'hoazh a produioù sintez eget bremañ... da lâret eo muioc'h a eoul-maen.
    • Da bevare : N'hall nemet an eoul-plant produet ar muiañ er mare-mañ bezañ ouzhpennet en eoul-maen, ha ket dreist d'ur feur bennak. Evit ma c'hellfe ur c'harr-tan ruilhal gant eoul-plant hepken e vefe dav produiñ ar re a vez savet diwar eoul hepken, met ar re-se o deus ar feur-produiñ ar bihanañ. Posupl e vefe ivez cheñch ar c'hefluskerioù evit ma c'hellfent mont en-dro gant ethanol, met se a dalvez e vefe dav cheñch an holl girri-tan, hag energiezh forzh-pegement a c'houlennfe an dra-se (hep kontañ an houarn, ar produioù savet diwar eoul-maen er c'hirri, ...)
    Setu eo dibosupl erlec'hiañ pep litrad a eoul-maen gant ul litrad eoul-plant. Met diskoulmoù all a zo : posupl e vefe aotreañ al labourerien-douar d'ober gant eoul-plant produet ganto : ne vefe ket ezhomm treuzborzhañ an eoul-maen amañ hag ahont, ha disammet e vefent eus an dra-se d'an nebeutañ.
    Jean-Marc Jancovici a lavar eo an eoulioù-plant "ur gudenn dedennus e-keñver al labour-douar, met un diskoulm a eil renk e keñver politikerezh an energiezh". Ur redi e vo neuze bihanaat an implij a reer ouzh ar c'harr-tan, hag ivez (arabat disoñjal an dra-se) an holl broduioù o deus ezhomm ouzh eoul-maen : produioù al labour-douar askoridik, ar re o tont a bell, ar plastikoù, hag all.

E gwirionez n'eus diskoulm gwirion ebet, peogwir bewech ma vez treuzfurmet un energiezh hag a zo en ur stumm en unan all a zo en ur stumm all, bewech en degouezh-mañ ez eus energiezh o vont da get, hervez lezenn an Entropiezh (ul lezenn eus an "thermodynamique"). Betek-henn n'hon eus ket merzet pegen marc'had-mat hag aes da implijout e oa an eoul-maen e-keñver forzh peseurt mammenn all a energiezh. Petra a chom d'ober neuze ? Kemm adalek bremañ hon doareoù da vevañ evit en em brientiñ tamm-ha-tamm d'ober hep eoul-maen. Ober nebeutoc'h gant ar c'harr-tan, ober gant re vihanoc'h, mont goustadikoc'h, prenañ boued o tont eus ar vro ha n'eus ket bet ezhomm ouzhpennañ traoù warnañ, paouez d'ober gant ar c'harr-nij, hag all.

Levrioù war an danvez :

  • Pétrole Apocalypse, Yves Cochet, Fayard 2005
  • La Vie après le pétrole, Jean-Luc Wingert, Autrement 2005
  • La face cachée du pétrole, Eric Laurent, Plon 2006

Titouroù war internet :

  • oleocene.org (e galleg)
  • dieoff.org (e saozneg)
  • energiekrise.de (e saozneg),
  • fromthewilderness.com (e saozneg)
  • lifeaftertheoilcrash.net (e saozneg)
  • odac-info.org (e saozneg)
  • oilcrash.com (e saozneg)
  • oilcrisis.com (e saozneg)
  • energycrisis.co.uk (e saozneg)
  • postcarbon.org (e saozneg)
  • after-oil.org.uk (e saozneg)
  • wolfatthedoor.org.uk (e saozneg)